jeudi 1 février 2018

D’ar Sadorn 10 a viz C’hwevrer da 10e30 Klub lenn e brezhoneg gant Mona Bouzeg


D’ar Sadorn 10 a viz C’hwevrer da 10e30 
Mont e-barzh digoust

Ur c’hlub lenn digor d’an holl vrezhonegerien, deraouidi pe tud arroutet, evit kaozeal diwar-benn al levrioù a zo er vediaoueg hag ivez diwar-benn al levrioù o deus plijet deomp ha « bamet » ac’hanomp.
Evit ar bedervet kejadenn-se e vo degemeret Mona Bouzeg a zo o paouez embann al levr « Le breton des rives de l'Aven et du Bélon ». Ur pezh mell labour a ouiziegezh he deus kaset da bennvat asambles gant Jos Goapper ha Yannick Soufflez. (Klikit amañ evit gouzout hiroc’h war al levr-se).

Pal ar c’hlub lenn eo broudañ al lennerien da welet pegen liesseurt eo an embann levrioù e brezhoneg bremañ ha kaout plijadur o kaozeal asambles diwar-benn istorioù kaer, danevelloù dec’h ha warc’hoazh.

Abadennoù da zont : 10 a viz Meurzh, 14 a viz Ebrel, ha 12 a viz Mae 2018.

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Votre commentaire s'affichera après modération