Mont e-barzh digoust
Ur c’hlub lenn digor d’an holl vrezhonegerien, deraouidi pe tud arroutet, evit kaozeal diwar-benn al levrioù a zo er vediaoueg hag ivez diwar-benn al levrioù a zo plijet deomp hag o deus « bamet » ac’hanomp.
Ar c’hlub lenn a ginnig deoc’h kejañ gant Daniel Carré a zo bet e-pad 25 bloaz eus e vuhez o studiañ ur skrivagner brezhonek, Loeiz Herrieu, en doa deskrivet ar Brezel Bras (Kammdro an Ankoù), hag en doa skrivet 1000 lizher e brezhoneg d’e wreg a oa o chom etre Kaodan ha Lannarstêr, el lec’h m’emañ an arsanailh hiziv an deiz. Skrivet en deus un dezenn, aet eo war e roudoù. Un doare a feson da gomz diwar-benn soudarded an trañcheoù pa gounaer anezhe evit ar wech diwezhañ er bloaz-mañ...
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire
Votre commentaire s'affichera après modération