Diverrañ Pemp emaint met o-unan emaint… Un arzour eo Yvan, 9 bloaz, farsus ha digalon eo. Ur raspaotr nerzhus ha optimist eo Leïla, 12 vloaz eo. Camille, 8 vloaz, a zo ur genteliourez eeunek ha brokus. An hini bihanañ eo Terry, 5 bloaz hanter, ur bugel turmud ha dudius eo. Bez' emañ ivez Dodji, en e unan, ur paotr a-galon..
Dihuniñ a ra pemp bugel diouzh ur mintin ha merzout a reont ne chom den ebet ken e kêr. Petra zo c’hoarvezet ? Pelec’h emañ o zud, o mignoned ? Rankout a reont en em zibrouilhiñ o-unan en ur gêr vras ha goullo. Dielfennañ ha burutellañ Kavet ‘meus disheñvel an istor-mañ peogwir e lak ac’hanomp da splujañ e-barzh un aergelc’h kevrinus, teñval, ma rank ur strollad bugale chom bev. Skrijus eo lusk ar vandenn-treset mañ. Ar skeudennoù realist hag al livioù implijet a glot mat-tre gant an istor. Krenañ a reer gant Dodji, Leïla, Terry… An tudennoù a zo dudius, a bep seurt orin o deus. A-wechoù kalet, a-wechoù taer, a-wechoù fromus e c’hell bezañ an divizoù.
Pal Bruno Gazzotti ha Fabien Vehlmann eo skeudenniñ aon diemskiant pep bugel. Deuet int a-benn da lakaat ac’hanomp da vezañ spontet. Trelatet omp gant ar c’hevrin ha c’hoant hon eus gouzout perak eo aet an dud diwar wel.
Talvezout ra ar boan lenn ar vandenn dreset-mañ evit an avanturioù, al lusk, ne gaver na hir na borodus.
A emprunter au rayon BD jeunesse : JBD SEU (dispo?)
Talvezout ra ar boan lenn ar vandenn dreset-mañ evit an avanturioù, al lusk, ne gaver na hir na borodus.
A emprunter au rayon BD jeunesse : JBD SEU (dispo?)
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire
Votre commentaire s'affichera après modération